E hanternos Gourinis Rewis ema aodoù ar Mor Bihan. Avalesse, nag un drugar eo gweled aodoù koant Inis Vanac’h ha re ken koant arall inis An Arzh! An diw inis vrassan eo ar re-se a gaver er Mor Bihan. Ur pezh malesad doùr sal eo ar Mor Bihan hag a zo bet roet demp get an natur. Brawet lec’h da navigin! En Europa, ur sort lec’h nend eus ket e bar.
Bourc’h Sarzhaύ
Nepell dioc’h tour karre ilis Sant Saturnin ha dioc’h an ti-kêr iwe, e c’hallit gweled stalioù ha tier mein braw. A pa valit du-se ho peus tro da weled traoù hag a dal un tamm gwel : da shwer, e-tal an ilis, ur lukan kisellet ag ar re vrawan, peotramant, ru Sant Vissant, an ti lec’h ma oe bet ganet Alain René Le Sage, skrivagnour galleg hag en devoe bet gwraet berzh er bleziadoù mil seizh kant.
Ti bras bras frerion Urzh an Drinded zo chomet èl ma oe da gours frerion Picpus. An touristi a gaver a-barzh hiniw... Nepell, àr plassenn ar Frerion, brassan marc’had a Vro Rewis a vez bep yaou da vitin.
Brilhag hag Ar Lojoù
Brilhag hag Ar Lojoù zo keriadennoù sioul a gaver àr glann ar Mor Bihan. Chal ha dichal, amzer vraw ha heni fall, ne vern, chomel a ra porzh Ar Lojoù ha Brilhag ur bam doc’h ar liwerion hag an dud arall we.
Sant Klomer
A pa deuit tre àr tachad Sarzhaύ e kavit keriadenn Sant Klomer. Ema àr glann ar Mor Bihan hag àr bewenn kornig-bro An Duer, braw a damm douar chomet d’an evned. O’penn tra, nemorant a paludoù halen kozh a lar pegen pouesus e oe keriadenn eid ekonomi Bro Rewis.

