Ar dewen ar mor dehoù e kaver a bep eil begoù-douar mein ha traezhennoù hir. Ag ar gornog d’ar reter eh eus mar a dra hag a dal. Da gentan ema porzh Sant Jakes, e besketerion a-vecher hag e navigerion a-zidu. Pelloc’h ema traezhenn Ar Roc’hallig-Wenn hag heni Kerfetan. Ha, d’an tu ‘rall da dour-tan Beg-Ar-Lann ema ur bam a draezhenn hir ken-eh-eo hag ai a a Sussinioù da Benn-‘n-Vis.
Porzh Sant Jakes hag Ar Roc’hallig-Wenn
E-pad pell amzer, porzh Sant Jakes a oe bet é voned en-dro laouen nag e oe bet. Ur bochad bagoù da besketa e-tal an aodoù a oe a-barzh. A-benn bre-man mar deo aet an dezioù kozh, mouilhoù a weler da bagoù an dud a vourr moned àr ar mor, a pa vehe g’an awel pe g’an tan! Diw dachenn-gampin hag ur re stalioù ai a da gass fin v-fin v er geriadenn. Ha d’an han v, diwallet e vez o buhez d’an dud àr an draezhenn.
Penn-‘n-Vis, Sussinioù
A Veg Ar Lann da Benn-‘n-Vis en em led un draezhenn a zeg kard lew a hirder! Homan zo ur bam eid an dud o flanken. Ar re ai a a-barzh an doùr a vourr iwe.
Du-se e kaver iwe tier keriadenn Sussinioù. Emant e-tal ur voem a gastell bet lakaet en e sa ύ ‘n ur wern vras.
Nepell, d’ur penn d’ar C’hourinis ema Penn An Vis. Hag en ur beg-douar àr dreusoù ar Mor Bras e weler ur chapelig wenn hag a zo han val doc’h chapelioù zo a gaver e Bro-Gress, tammoù ata ύ . E Penn An Vis, kentelioù ha stajoù a vez ràet tro’r blez g’ ur skol navigin. En dishan v e c’haller bleinin ur c’harr-awel, ha hatoup fardin a-hed an draezhenn!


