Ema Sarzhaύ e kreis ur c’hourinis, gourinis Rewis. Ur maresad douar braw bras eo hag a zo e kreistez Breizh. E hanternos ar c’hourinis ema ar Mor Bihan Ur yoc’h inisi a gaver er Morig-se, degoù, gwir. Àr an dorn dehoù, e kreistez ar c’hourinis ema aodoù ar Mor Bras. Traezhennoù melen aour ha begoù-douar maen gris a weler du-se we.
Ma, ar mor zo talvoudus eid an dud aman. Hag an istr iwe a vew darn a-ziàrnezhe!
Traezhennoù ha keriadennoù
Sarzhaύ! eid natur! Ar re a vourr moned da vale natur a blijo Sarzhaύ dezhe nag e ray. Aman e c’haller bale hed-ha-hed get ar mor! Ar vord ar Mor Bihan, ne vern pe treid pe diw rod e c’hall peb heni moned d’un dro get ur braw a hent-maltoter kozh. Ha lew!da vale pe da bedalin tre bet-hag o c’horn-bro d’an evned, korn-bro natur An Duer.
Sarzhaύ! eid kultur! Pakit un tanva a gis Rewis! Ha disoloit enta Hent an Istr! Keit da vale geton tre bet-ha tourioù kastell Sussinioù! Kastell duked Breizh!
Sarzhaύ! Nag e ra vad! E Sarzhaύ, moned àr un draezhenn da zibresin ; peotramant ober ekselsiss pe pleustrin ur sport bennag er mor, àr ar mor pe àr an aod. En tachad-man a Bro-Breizh, morioù ha traezhennoù zo eid brasan plijadur ar re vihan kenklous hag ar re vras! Setui Sarzhaύ!
E Sarzhaύ, ag ar vourc’h da gement keriadenn a zo eh eus kal a dudigoù hag e-leizh a natur digor bras. Brawite an natur zo, àr an aod, en douaroùier, brawite e pep lec’h. Brawite ar mein iwe, mein ar peulvanoù, an noblansoù hag an tier. Brawite hag a vourrer anehi iwe da genver degouezadennoù èl ar festoù. Er vro man, kement tra ai a d’ho pamin gwir! Debonjour deoc’h ha joe nta !
Sarzhaù a Rewis! Brageris! Lew! Bliw get e liw!
Braw braw! Chomet ket flaw!
