Ti an Arzoù, Mecherioù kozh ha Stalioù komers - Ar Wazh Wenn e Lokeltas.
Tamm damm èl ober un dro bale a-gent eo. Get razh an traoù kozh dudius a weler a-barzh : traoù bet gwraet get tud ampart a-vecher, ostilhoù a beb sort, afichoù d’ober brud, hag o’penn tra. Ma, un euriad a-bezh ai ay mat genoc’h d’ober an dro, piw oer, rag boud zo tregont a stalioù, stalioù mecherioù kozh ha re komers.
Ha beb blez e vez da weled traoù kozh newez!
Eurioù digor :
- a vis Gwenc’holon da vis Mezheven : bemdez namaed da lun, a 2 da 7.
- e mis Gourhelen hag Eost : bemdez, a 10 da greistez hag a 2 da 7.
Ti an Arzoù, Mecherioù kozh ha Stalioù komers
Ar Wazh Wenn (= e “galleg” Largueven)
56730 Lokeltas (= Saint Gildas de Rhuys)
Telefon : 02 97 53 68 25
Faks : 02 97 53 98 34
Meil : musee.artsmetiers@wanadoo.fr
Webenn : www.musee-arts-metiers.com
An den a zo bet saύet Ti ar Sistr geton zo sod get ar sistr hag ar mod d’e ober a-fesson. En ti ha tro dro dehon e vez gwelet razh an traoù a denn d’ar sistr : orin ar gouni avalennoù, hag èl reson ar fesson da vraein, da waskin ha da strilhin.
Eurioù digor :
- A vis Imbril da vis Mezheven, e mis Gwenc’holon hag e mis gouel-Mikael : a 10 da greistez hag a 2½ da 6½ (namaed da lun ha da sul).
- E mis Gourhelen hag e mis Eost : bemdez a 10 da 7.
Ti ar sistr
Hent Lann-Vrihan
56450 Le Hézo
Telefon : 02 97 26 47 40
Faks : 06 60 76 35 46
Webenn : www.museeducidre.com