An inisi

Ur wezh aet e diavaes pennkêr Sarzha ύ e c’haller gweled penaos ema gourinis Rewis. Ha penaos ema an inisi we.

Inisi ar Mor Bihan perapata !

Pewar mil dewezh-arad àrn-ugent eo ar Mor Bihan. Ema e-kreis an douaroùier, nag ema, gwir, get 42 ag inisi ennon ; àr a larer ema e-touesk kaeran plegoù-mor a gaver er bed ha nen deo ket dibenn ar listenn anehe tamm. Bam da weled enta! Ha-perag-pa-ta moned a Sant Armel da Sine pe moned a Porzh An Aweloù tre bet-hag unan a bragerissoù ar Mor Bihan : perapata Inis Vanac’h, peotramant Inis An Arzh, pe Gavr Inis hag he boem a garn, pe Inis Ar Lannig perapata hag he c’helc’hiad mein saύ zo un hanter anehon a-barzh an doùr...

 

 

Inisi Ar C’huzh-Heaol

Er Mor Bras, er-maes a Zouar Rewis kemerit ur vag ha kuit a Porzh An Aweloù hag àr an hent tre bet-hag Inisi ar C’huzh-Heaol! Inis an Houad hag Inis AnEdig a vez gwraet ag an tammoù braw-se a zouar trankilig. Plegennoùigoù mor braw a gaver àr un dro get traezhennoù hir. Rec’hier maen gris plantet mat hag ebroù frank a ra d’an dud klewed un awelig a librentez – lared e vehe ema an eil tra a unson get e gilez. Aodeier chomet gouez ha gwenotennoù douss ai a d’ober ag Inisoù An Houad hag Edig lec’hioù hag a chom flour e spered an dud.

Pelloc’h er gornog ema Inis Ar Gerveur a vez gwraet Gwezel anehi we, ur ger kozh piw oer hag a venn lared ‘braw’. Brassoc’h eo honnezh ur bochad ewid an diw arall. Muioc’h a dud ai a d’he gweled iwe, ha deo ket souezh pan-deo-gwir eh eo kem braw! E-dan amzerioù plaen ha flour e vez lies an tamm douar a Vreizh-Isel-se hag a zo kelc’hiet get ar Mor Bras - abalamour d’ar Geulfstrim merhad. Àr ar brageriss brudet –se ag an Intron Natur e weler aodeier a beb sort : tornaodoù maen gris sonn en o lec’h kenklous ha traezhennoù melen hag a ra bam.