Ar Mor Bihan

Ar Mor Bihan, unan ag ar plegoù-mor brawan a gaver er bed. E-kreis douaroùier en em gav. Uigent kard lew a hirder hag ur pemzeg kard lew bennag a ledander eo. Nend eo ket don an doùr namaed e kanolioù hag a zo e-tal Porzh Navaloù e penn ar C’hourinis - 35 metr ag an nias d’ar lein.

A Pleg-mor Kiberen e c’hall an navigerion a-zidu moned tre a-barzh ar Mor Bihan, a-dreus ur strizh etre Kêr Lokmaria ha Porzh Navaloù. Ur serzh eo red an doùr du-se get e nerzh – kement hag unneg skolm !

Beb daou-zeg euriad, a-dreus ar strizh, doùr ar Mor Bras ai a da gavoud heni ar Mor Bihan, gwir mil-hent-dall get oufoùigoù, begoù douar bihan, rec’hier, ha lod-kaer ag inisi.

Ar besketerion hag ar saverion istr a blij ar Morig dehe. Ur lec’h fiskal eo ‘we eid moned d’ober troioù àr ar mor. Gwelet e vez ur bochad navigerion a-zidu kerklous ha tud arall é vourrin e bourzh bagoù niverus kompagnunezhoù ar Mor Bihan.

Ar Mor a sil pell tre en douaroùier hag an dra-se zo kaos merhad ne vez ket yen an amzer e Gourinis Rewis. Anw e vez lies get tud ar vro ag an amzer dispar a vez. Ha neuse, an evned zo tremenidi anehe zo douget da chomel aman ur pennad amzer. Ha pan deo gwir ne vez ket yen e kaver plantoù evel boketoù hortensia. Plantoù a gaver e kostez ar Mediterane a weler iwe : gwez mimosa, gwez magnolha, plantennoù kamelha, lavand, ha gwez palm memes!



Sarzeau Golfe : baie du Lindin (photo Yann Kvaternik)