Mein ag an amzer bet

Trist e vehe èlkent diover un tamm tro-bale en amzer bet. Nend eus ken tra d’ober maed moned da glewed ar mein hag o lavar.

E Breizh, e-touesk an dud kentan e oe « tud ar mein bras » hag o deus leset àr o lerc’h pezhioù monumantoù mein hag a chomo àr wel pell amzer c’hoazh. A-dra-sur, brudet kaer eo Breizh abalamour d’he mein kozh bras ; hag èl reson, sort mein kozh a gaver e Bro Rewis iwe keta!

Keit enta da weled peulvan Kermailhard a zo kisellet anehon hag a zo brawan maen bras da weled e Sarzha ύ merhad. Peulvanoù a weler iwe en o sa ύ e Brilhag hag e Kergilhet - gwraet e vez anehe “Ar Roc’h” ha “Lanneg Ar Maen”.

Ur peulvan kouezet a gaver iwe er Wazh Wenn. Peulvanoù zo anehe e penn ar C’hourinis c’hoazh, e Arzhon, da lared àr bewennoù Sarzha ύ .

Ec’h ober an tamm tro e amzer bet ar c’hourinis e weler pegen bew e oe bet an traoù er vro-man e ken ver buhez spered Mab-den. E Sarzha ύ , an tier bras e-tal abati meur Sant Gweltas hag ilis Sant Saturnin a zegass son j ag an amzer-se ma oe toemm an dud doc’h relijion o dadoù. Hag hiniw an dez, e-pad an han v e vez lidet overennoù beb suzhun e chapel Trev-an-Ast – e-tal ar Mor Bras. Er chapel-se hag e chapelioù arall zo e vez sonet a-barzh enne iwe e-pad an han v.

Mein an noblan soù o deus traoù da lared iwe ha pa nen dint ket ya ken kozh a re ar peulvanoù pe re ar chapelioù. E galleg e vez gwraet ‘chateaux’ anehe get an dud. Noblan soù int memes tra, piaouet get familhoù meur hag o deus gouniet madoù bras d’an amzer ma oe jourdoul get an ekonomi e Sarzhaύ .

Ewezh ! Ne vez ket gwelet an noblan soù forzh aes ataw, moian zo tu pe du èlkent, lakamp a-ziàr un hent bennag !




Photo C. Toulon

Croix du Grand Mont (Saint-Gildas de Rhuys) - photo Y Kvaternik